Gorre ha Goueled

Gorre ha Goueled

Site de l’association Gorre ha Goueled

Lec’hienn ar gevredigezh Gorre ha Goueled

Pennadoù nevesañ


Pennadoù nevesañ


16vet Foar vio e Landerne

Meurzh 4 a viz Meurzh 2014
Ar 16vet Foar vio, e Landerne, a vo dalch’et d’ar 15 ha 16 a viz Meurzh. An tem a vo “Aliment’action” : 110 diskouezhour. staliou ha c’hoarioù evit ar vugale. Prezegennoù Boued ha boeson war al lec’h. pgz : 06 30 51 23 84


BALI BREIZH ...

Yaou 16 a viz Genver 2014
... ha BREIZH KISS (“Osez la langue !”) Bep Sul etre 11:50 ha kreisteiz goude Bali Breizh (11h – 11:50) Setu distro Bali Breizh war skrammoù ar skinwel. Etre 11eur hag 11:50 hag etre 11:50 ha kreisteiz BREIZH KISS, ur sitcom fentus ha skañv, graet evit ar re o deus c’hoant ober anaoudegezh gant (...)


Bloavezh mat 2014 !

Gwener 27 a viz Kerzu 2013 gant Jacques
Kanit ha dañsit ! ... *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* er Trimaran d’ar 17 a viz Kerzu 2013 *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o* *o^*^o*


Abadenn d’ar Yaou 28 a viz Du

Lun 4 a viz Du 2013 gant Serge
E 2012 e oa bet ar redadeg un degouezh a-bouez : lakaat tud da redeg noz-deiz, gouelioù a-bep-seurt a-hed an hent, ha startijenn tro-dro d’ar brezhoneg. Arc’hant zo bet dastumet evit Diwan ha raktresoù tro-dro d’ar brezhoneg hag en o zouez ur c’hoari evit distripañ brezhoneg : Mojennoù ar Barzh. (...)


Vrezhonegerien abadennoù d’ar Yaou diwezhañ ar miz

Sadorn 14 a viz Gwengolo 2013 gant Serge
Treflevenez—Setu an distro-skol, kinnig a ra Gorre ha Goueled d’ar vrezhonegerien abadennoù a bep seurt ar bloaz-mañ adarre d’ar Yaou diwezhañ ar miz. D’ar 26 a viz Gwengolo e vo ur valeadenn e Trelevenez war roudoù «hent an Eskob», un hent war harzoù etre Leon ha Kerne, gant ur c’hroazhent war un hent (...)


Obererezhioù 2013-2014

Merc’her 12 a viz Mezheven 2013


Baleadenn war gwenojenn an aod

Yaou 16 a viz Mae 2013 gant Serge
Kinnig a ra Gorre ha Goueled ur valeadenn war an aod e Rostivieg - Loperc’hed d’ar Yaou 30 a viz Mae. Gant ar valeadenn-se e vo echuet an heuliadenn abadennoù kinniget gant ar gevredigezh e-pad ar bloavezh, an temoù zo bet gwelet zo diwar-benn sevenadur hag identelezh Breizh: (ar Barzhaz Breizh (...)


Fest bras Dastum Bro leon

Gwener 19 a viz Ebrel 2013
Deuit da lakaat patatez d’an 20 a viz Ebrel evit prientiñ Fest bras Dastum Bro Leon. Fest bras Dastum Bro leon a vo aozet d’an 10 a viz Eost e Gwiseni. Dastumet, kignet, poazhet ha debret vo ar patatez fouret e miz Ebrel. Goude merenn, e pad ar fest deiz, e vo poazhet ar pladoù patatez e (...)


Abadenn d’ar Yaou 25 a viz Ebrel

Sul 24 a viz Meurzh 2013 gant Serge
Biskoazh n’eus ket bet ken nebeut a dud o komz brezhoneg, setu mallus eo ober traoù efedus ha buan: setu penaos e oa bet savet Stourm ar Brezhoneg er bloavezhioù 1980 ha diwezhatoc’h e bloavezhioù 2000 ar strollad Aï’ta. Met ma ra Stourm ar Brezhoneg an traoù dre guzh, eo un doare flashmob zo dibabet (...)


Abadenn d’ar Yaou 21 a viz Meurzh

Gwener 1añ a viz Meurzh 2013 gant Serge
Goulenn muioc’h a vrezhoneg en TV n’eo ket nevez, disentet e oa bet d’ar ministr Alain Peyreffite pa’ z e oa bet skignet an abadenn vrezhonek gentañ gant Charlez Ar Gall e 1964. Tud all o deus bet ar soñj sevel filmoù ha skignañ ar videoioù dre goumanant : par ar gevredigezh Sell’ta, e bloavezhioù (...)

Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 9435

Heuliañ buhez al lec’hienn br    ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.1 + AHUNTSIC

Creative Commons License