Gorre ha Goueled

Abadenn d’ar Yaou 4 a viz Kerzu

Merc’her 19 a viz Du 2014 gant Serge

 War roudoù ar Barzaz-Breizh: Pardon Sant fiakr pe gwerz Loeiz ar Rawalleg zo ur werz diwar-benn ur muntr c’hoarvezet e 17vet kantved ha chomet bev e memor ar bobl betek nevez zo.
Studiet eo bet ar gwerz gant Donatien Laurent ha keñveriet en dues anezhi gant aktoù barnadennoù ar Faouet hag Henbont. Etre roudoù skrivet ha kanaouennoù pobl e vez adkavet an istor gant daou zoare disheñvel…

Ul levezon he deus bet ar werz-se en hor bed a-vremañ: ur film zo bet savet gant Philippe Guilloux (qui a tué Louis Le Ravallec?), pe c’hoazh ur romant polis skrivet gant Erwan Evenou (Pardon Sant Fiag).

E Oaled St Erwan, hent Rostivieg d’ar Yaou 8 a viz Kerzu da 18e30.
 


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 80 / 8638

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn Abadennoù   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.1 + AHUNTSIC

Creative Commons License