Gorre ha Goueled

Prezegenn d’ar Yaou 2 a viz Ebrel

Merc’her 25 a viz Meurzh 2015 gant Serge

War roudoù ar Barzhaz Breizh : Istor Breizh hag ar Barzhaz Breizh

Muioc’h eget un dastumadeg kanaouennoù ha gwerzioù, eo ar Barzhaz Breizh ur saga eus pobl Breizh, pe evel ma lavar Kervarker e-unan “un istor barzhoniel eus Breizh”.

Ma oa bet istorourien dija, Pierre Le Baud hag Alain Bouchard e dibenn ar 15vet- deroù ar 16vet kantved, pe Dom Lobineau ha Dom Morice e 18vet kantved, n’eo nemet gant La Borderie e dibenn an 19vet evit kaout ur sell war an istor distag eus mojennoù.

Sked ha nerzh ar Barzhaz Breizh a oa en doare kinniget-mañ met aze e oa gwander an oberenn ivez hag un digarez da abegiñ en un doare taer labour Kervarker.

Prezegenn e Loperc’hed d’ar Yaou 2 a viz Ebrell 2015,
sal Oaled Sant Erwan, hent Rostivieg, d’ar 18e30


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 230 / 32052

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn Abadennoù   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.10 + AHUNTSIC

Creative Commons License