Ar film “Kurdistan Hunvreal an nevez-amzer” sevenet gant Mikael BAUDU, ur bloazh zo, vo bannet diriaou 10,e sinema l’Image .
Mikael n’eus bet ar kentan priz (priziou 2016) rummad kleweled, e miz Genver paseet e Plougastell. (catégorie audiovisuelle).
Gael Le Ny, luc’hskeudenner, hag o n’eus graet ar beaj gant M. Baudu vo diriaou e Plougastel
Michel Le Hir ( zo bet kelenner brezhoneg e Plougastell ) hag a zo ezel deus ar gevredigezh a vignoniezh etre Breizh hag ar Gurded.
vo ganeomp diriaou .
Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer
Teulfilm 52 mn
Sevenet gant Mikael Baudu.
Kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3 Breizh
Ur road movie a gas ac’hanomp da heul Gael le Ny, ul luc’hskeudenner ezel eus ur gevredigezh a vignoniezh etre Breizh hag ar Gurded. D’e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c’hest evit dizoloiñ ar Gurded en o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro. Loc’hañ a reer eus Diyarbakir, kêr-benn Kurdistan Turkia, ur vro a glaske c’hoazh e miz Ebrel 2015, treiñ ar bajenn gant poan, goude bloavezhioù a vrezel gant an arme turk. En ur dremen dre kampoù e lec’h m’o deus ar repuidi bevet ar pezh a c’hell diskouez mab-den pa vez en e euzhusañ, ez aer betek talbenn ar brezel etre Kurded Siria ha Daesh, e-mesk paotred ha merc’hed yaouank, a vez o stourm evit argas ar varbariezh ha krouiñ un demokratelezh nevez a rofe plas d’an holl plac’h pe paotr, kurd, arab pe armenian, muzulman pe gristen. Nevez-amzer Kurdistan a reont eus ar stourm-se.
Ur film gant Mikael Baudu ha Stephane Gaouyer kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3.
