Gorre ha Goueled

Kafe-Soñj d’ar Sadorn 23 a viz Ebrel

Yaou 7 a viz Ebrel 2011 gant Armelle, jacques, Jean-Louis

Plijout a ra deoc’h kaozeal pe selaou brezhoneg ?
Kontant-bras e vefec’h da gontañ hoc’h envorennoù pa traouigoù munut diwar-benn ar vuhez e Loperc’hed ?
Na chipotit ket ha deuit da gemer perzh en abadenn “Kafe-soñj” a vo dalc’het d’ar sadorn 23 a viz Ebrel e Oaled sant Erwan (foyer st Yves), hent Rostivieg etre 3 e ha 4e goude kreisteiz ha diwezhatoc’h ma ’pefe c’hoant.

War gounidegezh ar sivi e Loperc’hed e vo lakaet ar gaoz.

Kafe, kouignoù, plijadur da vezañ asambles hag imor vat ’vo !

Evit titouroù all : Armelle


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 925 / 41644

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn Abadennoù   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 4.4.3 + AHUNTSIC

CC BY-SA 4.0