Gorre ha Goueled

Pourmenadennoù

Sadorn 13 a viz Ebrel 2019 gant Jacques

Ur postel eus Frank Bodenes (mjc Harteloire)

Salud deoc’h pourmenerien ar vro !

Amañ z’eus gand keloù diwar benn an doau droiad a vezo :

- e miz Ebrel e d’an 28 e Sant Divi, o pourmen e vezimp gand Jean-Jacques Cozian bet aotrou mear ha Georges Le Berre, un den en deus labouret evid reneveziñ an iliz

- e Boc’harzh d’an 19 a viz Mae, evid Gouel Breizh mar plij, e teid ar Penfell adarre beteg ar milinoù en tu all da lenn Kerleger ha distro d’al Lannog evid ur banne sistr en avalod.

Sellit spiz er skritelloù staget evid kaoud al lec’h hag an eurvezh emgav

Digor e vezo ’tao dan oll dud, deuit gand ar re ne ouezont ket brezhoneg pa ne vint ket kollet.

Plijadur vezo !

Frank Bodenes


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 5 / 10590

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn En-dro deomp   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.1 + AHUNTSIC

Creative Commons License