Gorre ha Goueled

Euz perzh Kevre Breizh

Merc’her 22 a viz Eost 2012

Kavout a rit amañ dindan un teuliad resevet eus perzh Kevre Breizh hag a aozo e 2013 ur c’holok diwar-benn dazont yezhoù Breizh hag ar politikerezh da ziorren evito.

DEOMP DE’I 2013

GALV DA GENLABOURAT

evit adperc’hennañ hor yezh

Deomp De’i, ar vanifestadeg aozet an 31 a viz Meurzh gant Kevre Breizh he deus graet berzh : frouezhusoc’h eo c’hoazh an disoc’h dre ma ‘z eus bet manifestadegoù all e pep korn eus Bro-C’hall. Ouzhpenn an 12 000 a dud e Kemper, ez eus bet kontet 48 000 den etre tout ar rannvroioù, pezh a ra war-dro 60 000 a dud.

Ar pezh a gont, hiriv, eo mont pelloc’h ha chom hep koll al lusk roet gant ar vanifestadeg. Ouzhpenn-se, ez eo bet kemmet an endro politikel e Bro-C’hall. Dilennet eo bet ur prezidant nevez en deus embannet bezañ a-du gant ar yezhoù rannvro, ha dilennet da heul e penn ar Parlamant kannaded eus e du : kement-se a zegas ur chañs deomp da welout an traoù o vont war an tu mat, gant ma ouzimp penaos tennañ gounit diwar an degouezh-se.

Abalamour da-se, en deus emvod meur Kevre Breizh votet a-unvouez evit aozañ devezhioù preder, a vo anvet : DEOMP DE’I 2013.

 Sklaer eo ar palioù :

  1. adperc’hennañ ar yezh. Daoust hag an divyezhegezh eo ur pal ?
  2. sevel ur strategiezh evit reiñ o flas d’ar brezhoneg ha d’ar gallaoueg er gevredigezh, goude bezañ bet studiet don stad an traoù e gwirionez, hag an doareoù ;
  3. sevel un hent hep ober ur renabl ouzhpenn, pe prientiñ ul lezenn nevez ;
  4. sevel hon dazont hep derc’hel gant soñjoù prim a zisparti ac’hanomp.

 Prederiadennoù diazez a welomp hiziv :

1) Ret eo sevel ur bilañs eus pezh a zo bet cheñchet er gevredigezh : komz brezhoneg 30 vloaz ‘zo, n’eo ket komz brezhoneg hiriv. An endro politiket ha kevredigezhel ne oant ket ar memes re hag hiriv, hag ar sell o devoa ar vrezhonegerien ouzh o yezh kennebeut. Hag-eñ n’omp ket chomet war brederiadennoù a oa mat dec’h, nemet ne glotont ket mui gant hor bed?

2) Ar brezhoneg hag ar gallaoueg. Diazezoù ar stourm a rank bezañ heñvel evit an div yezh : war an intrudu sokial hag ar gevredigezh eo e saver ur yezh, rak ar yezh zo stag ouzh ar gevredigezh. Seul vuioc’h e vez tud o stourm, seul uheloc’h e vo live an arc’hadennoù. N’eus tu da c’hounit netra ma soñj deomp e vo ar galloudoù o tivizout evit ar bobl war dachenn ar yezh.

Da bep yezh he hent : pezh zo mat evit an eil yezh, n’eo ket mat evit eben. Ar vrezhonegerien hag ar c’hallaouegerien n’int ket erruet e memes poent (koulz hag an euskaregerien hag ar gatalanegerien).

Ar ger-stur eo “adperc’hennomp hor yezh”, pep hini en e yezh, ent-fetis, ha ket ent “teorikel” en hon div yezh.

3) Breujoù yezhoù Breizh int, ha n’int ket breujoù ar sevenadur. Hor sevenadur n’emañ ket kement en arvar hag ar brezhoneg pe ar gallaoueg. Met dre ar sevenadur eo e vev ur yezh, ha ret mat eo stagañ ar yezh ouzh ar sevenadur. Penaos eta implij ar brezhoneg e kement degouez eus hon oberioù sevenadurel ?

4) An treuzkas : treuzkas istor ar stourmoù, ar gevredigezh. Tresañ hor sell war ar brezhoneg pe ar gallaoueg; hep anaoudegezh eus an amzer dremenet, e vo diaes kenañ sevel un dazont. Ar pezh hon eus gounezet a zo diazez ar pezh a vo tu deomp gounit.

5) Kas hor preder war-raok e liamm gant an dilennidi, forzh peseurt live e vefent, rak labourat a reont ganeomp-ni, ha llod anezho a zeu eus hor metoù kevredigezhel. Met peseurt kiriegezh a zo gant pep hini ?

6) Peseurt oustilhoù hon eus savet evit adperc’henniñ hor yezh ? Daoust hag efedus int c’hoazh ? Petra o deus degaset ? petra a vank evit ma vefent efedus ?

A-raok termeniñ kement lod eus ar preder, ez eo ret ober ur bilañs eus pezh a zo. Gervel a reomp kement hini a gav dezhañ ez ez eo pouezus reiñ un dazont d’hor yezh da gas deomp ur pennad gant e brederiadennoù war bilañs an emsav a-vremañ. Mat e vefe kas ar pennad-se a-raok ar 15 a viz Gwengolo da Gevre Breizh. Evit ar bilañs sifret, e vo gwelet gant Ofis ar brezhoneg. Ho preder eo a c’hortozomp.

Ur sintezenn a vo graet goude gant an holl destennoù kaset deomp, ha diwarno eo e vo kaset pelloc’h ar preder war an amzer dazont, e-kerzh devezhioù DEOMP DE’I 2013, a vo dalc’het hervez an deiziadur-mañ:

 kas ar pennadoù evit al lechienn da : kevre.breizh orange.fr : evit ar 15 a viz Gwengolo 2012

 Breujoù, eskemmoù e Karaez, d’ar 19 hag 20 a viz Genver 2013

- Diskleriadur/kelaouiñ : d’an 9 a viz C’hwevrer 2013

Ul lechienn nevez DEOMP DE’I a vo digoret hepdale evit aesaat an eskemmoù-se.


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 368 / 41483

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn En-dro deomp   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 4.4.3 + AHUNTSIC

CC BY-SA 4.0