Gorre ha Goueled

d’ar Yaou 31/01/2013 Kan ar Galon: film + diviz

Gwener 28 a viz Kerzu 2012 gant Serge

Kan ar Galon, Teulfim war istor Bro Gozh ma Zadoù

Kanet gant Alan Stivell araok match Roazhon – Gwengamp e vez klevet gant lod Bro gozh ma Zadoù evit ar wech kentañ, pelloc’h e kan Nolwenn Le Roy ar ganaouenn e “Bretonne”: met eus pelec’h e teu ar ganaouenn–mañ, kan broadel Breizh ? Kan, ar Galon, teulfilm sevenet gant Mikael Baudu ha produet gant Gwengolo Filmoù ha FR 3, zo ar film kentañ o tisplegañ istor liesseurt hor c’han broadel a vez anavezet diouzh traoniennoù Bro Gembre da venezioù an Himalaya hep disoñjal Kerne-Veur ha Breizh evel-just.

Loperc’hed,d’ar Yaou 31 a viz Genver 2013 da 18e30, e oaled St Erwan


film 30 munutenn
+ diviz gant ar sevener, Mikael Baudu.


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 74 / 8638

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn Abadennoù   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.1 + AHUNTSIC

Creative Commons License