Gorre ha Goueled

Abadenn d’ar Yaou 28 a viz C’hwevrer : Petra nevez gant ar c’hleweled e brezhoneg ?

Sadorn eil a viz C’hwevrer 2013 gant Serge

Peseurt plas evit hor yezh war an tele ? Ha reuz a-walc’h a reomp evit kaout ur plas dereat evit ar brezhoneg ? eus Munutenn ar brezhoneg gant Charlez Ar Gall da c’hwitadenn TV Breizh, nac’hañ a ra Bernez Tangi prizioù FR3 ha keñveriañ a ra en ur ganouenn plas ar yezhoù bihan all en Tele :

Galizeg, Kataloneg pe Euskareg 168 eurvezh / sizhun

Gouezeleg, Kembraeg 35 pe 36 eurvezh / sizhun

Korseg : 28 eurvezh / sizhun

Brezhoneg : 1 eurvezh 1/2 / sizhun

Petra a soñj ar Vretoned o vanifestiñ ?

Setu pezh vo diskouezet gant Filmoù berr an INA, Gwagenn TV, Kaouenn FM pe Brezhoweb… ha diviz da heul…


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 85 / 8638

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn Abadennoù   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.1 + AHUNTSIC

Creative Commons License