Gorre ha Goueled

Abadenn d’ar Yaou 25 a viz Ebrel

Sul 24 a viz Meurzh 2013 gant Serge

Biskoazh n’eus ket bet ken nebeut a dud o komz brezhoneg, setu mallus eo ober traoù efedus ha buan: setu penaos e oa bet savet Stourm ar Brezhoneg er bloavezhioù 1980 ha diwezhatoc’h e bloavezhioù 2000 ar strollad Aï’ta. Met ma ra Stourm ar Brezhoneg an traoù dre guzh, eo un doare flashmob zo dibabet gant Aï’ta: T-shirtoù oranjez, a-well d’an holl, ha d’ar mediaoù: disentiñ hag ober met gant fent hag ar mousc’hoarzh…
Ur sell war an istor hiziv-an-deiz gant filmoù berr ha diviz da heul gant stourmerien Aï’ta.

Abadenn e brezhoneg kinniget gant Gorre ha Goueled e Oaled Sant Erwan, hent Rostivieg, e Loperc’hed d’ar Yaou 25 a viz Ebrel da 18eur30.
Digoust.


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 74 / 8638

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn Abadennoù   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.1 + AHUNTSIC

Creative Commons License