Gorre ha Goueled

Fest bras Dastum Bro leon

Gwener 19 a viz Ebrel 2013

Deuit da lakaat patatez d’an 20 a viz Ebrel evit prientiñ Fest bras Dastum Bro Leon.

Fest bras Dastum Bro leon a vo aozet d’an 10 a viz Eost e Gwiseni. Dastumet, kignet, poazhet ha debret vo ar patatez fouret e miz Ebrel. Goude merenn, e pad ar fest deiz, e vo poazhet ar pladoù patatez e fourn Spered bro Gwiseni ha boulonjerezh ar born. Ur pred bras a vo ha da c’houde koan e vo fest noz.

Ar skipailh liorzhourien deus Gwiseni a gont warnoc’h da reiñ an dorn.
Diskiñ a reont deoc’h labour douar ar patatez.
Tout an dervezh a vo e brezhoneg hag a-bouezh eo dezho e teuje tud o teskiñ brezhoneg da labourat ganto.

Disadorn 20 a viz Ebrel

° Da 2 eur war plasenn ar Rezistañs e Gwiseni.

° Moaien zo dont da 12e30 da zebriñ pik nik e kreizenn vageal Gwiseni.

° Dalc’hit sonj ivez, da 10 vintin e vo « Komz e brezhoneg » da gejañ gant bezhinerien kurnig.

Deuit niverus da lakaad birvilh er vro hag e
Dastum Bro Leon


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 407 / 32096

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn En-dro deomp   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.10 + AHUNTSIC

Creative Commons License