Gorre ha Goueled

Baleadenn war gwenojenn an aod

Yaou 16 a viz Mae 2013 gant Serge

Kinnig a ra Gorre ha Goueled ur valeadenn war an aod e Rostivieg - Loperc’hed d’ar Yaou 30 a viz Mae.

Gant ar valeadenn-se e vo echuet an heuliadenn abadennoù kinniget gant ar gevredigezh e-pad ar bloavezh, an temoù zo bet gwelet zo diwar-benn sevenadur hag identelezh Breizh: (ar Barzhaz Breizh gant Kervarker, Bro Gozh ma Zadoù: kan broadel Breizh, al liammoù Breizh - Kerne Veur, ar goulenn evit ur chadenn skinwel e brezhoneg, ha stourmoù evit ar yezh).

Loc’het e vo ar bourmenadenn eus porzh Rostivieg evit heuliañ gwenojenn an aod, emgav da 18 eur 30 dirak ar Greizenn Bageal.


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 71 / 8638

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn Abadennoù   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.1 + AHUNTSIC

Creative Commons License