Gorre ha Goueled

Vrezhonegerien abadennoù d’ar Yaou diwezhañ ar miz

Sadorn 14 a viz Gwengolo 2013 gant Serge

Treflevenez—Setu an distro-skol, kinnig a ra Gorre ha Goueled d’ar vrezhonegerien abadennoù a bep seurt ar bloaz-mañ adarre d’ar Yaou diwezhañ ar miz.

D’ar 26 a viz Gwengolo e vo ur valeadenn e Trelevenez war roudoù «hent an Eskob», un hent war harzoù etre Leon ha Kerne, gant ur c’hroazhent war un hent kozh etre Daoulaz - Landivizio.

Emgav da 18e00 e Trelevenez dirak an Ti-kêr d’ar Yaou 26 a viz Gwengolo 2013.


Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 254 / 32121

Heuliañ buhez al lec’hienn br  Heuliañ buhez al lec’hienn Degemer mat  Heuliañ buhez al lec’hienn Abadennoù   ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 3.1.10 + AHUNTSIC

Creative Commons License