Dalc’het e oa Emvod meur ar gevredigezh ar 17 a miz Genver : un ugent bennak ag izili a oa eno koulz ha daou zud dilennet eus ar gumun.
Abaoe war-dro 20 bloavezh e tiorro Gorre ha Goueled ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e Loperc’hed. Tost da 70 izili a gemer perzh en ar obererezhioù a bep seurt (...)
Kontañ ra Kof ha Kof istor un ostaleri vihan eus an Arvor o tont da vezañ sal-zañs ha boest-noz, diwezhatoc’h. An dañs a zo a-bouezh kenañ en abadenn eveljust.Yvon Etienne ha Jacky Bouilliol (Ar Goristed) a son war-eeun evit plijadur brasañ an aktourien, ken barrek evit an dañs round hag evit ar (...)
Hiviziken e vo posubl evidoc’h dont da evañ ur bannac’h gant Gorre ha Goueled en gwerennoù écologek. Echuet ar gobedoù e danvez mezell da deurel hag a errue e kof pesk.
Ur postel eus Anaëlle LE PIOLET
Demat deoc’h,
Ar Mirdi breizhek e Kemper a ginnig deoc’h ur weladenn heñchet e Brezhoneg e penn-kentañ miz Mae, evit dizoloiñ an diskouezadeg “Pourmenadennoù brodet sinet Pascal Jaouen”.
...
Devezh vat deoc’h.
A wir galon,
Anaëlle LE PIOLET
Departamant Penn-ar-Bed (...)
Ur postel eus Frank Bodenes (mjc Harteloire)
Salud deoc’h pourmenerien ar vro !
Amañ z’eus gand keloù diwar benn an doau droiad a vezo :
e miz Ebrel e d’an 28 e Sant Divi, o pourmen e vezimp gand Jean-Jacques Cozian bet aotrou mear ha Georges Le Berre, un den en deus labouret evid reneveziñ an iliz (...)
Ar rouedad “Kant a gan” a liamm tout ar strolladoù a vez o kanañ e brezhoneg, ha kinnig a ra kanaouennoù a vez dasparzhet etrezo evit kanañ asamblez evit degouezhioù zo (amzer-nevez Katell-nevez e 2017, Gouelioù Etrekeltiek an Oriant e 2018) ...
Kit d’ober un tro war al lec’hien : (...)
Kemer a ra perzh Gorre ha Goueled e mizvezh ar brezhoneg, ha kinniget e vo 2 dra e Loperc’hed:
Ur film e brezhoneg « splujañ e brezhoneg gant KEAV » d’ar 14 a viz Meurzh da 8 eur noz e sal ar Menhir, penaos e vez desket ar yezh en ur staj e Kastellin, setu petra en deus diskouezhet Stéphane Ac’h . (...)
Evit arc’hantaouiñ abadennoù e brezhoneg .... kasit deomp ho kazetennoù
d’ar sadorn 21 a viz Here etre 10e ha 12e, straed ar c’halvar e Landerne
Trugarez da gas nemet kazetennoù sec’h na fiselennet na bakatet.
Evit gouzout muioc’h, trugarez da vont e darempred gant Jacqueline Quintin : 06 61 86 41 (...)