Gorre ha Goueled

Gorre ha Goueled

Site de l’association Gorre ha Goueled

Lec’hienn ar gevredigezh Gorre ha Goueled

Pennadoù nevesañ


Pennadoù nevesañ


Abadenn d’ar Yaou 28 a viz C’hwevrer : Petra nevez gant ar c’hleweled e brezhoneg ?

Sadorn eil a viz C’hwevrer 2013 gant Serge
Peseurt plas evit hor yezh war an tele ? Ha reuz a-walc’h a reomp evit kaout ur plas dereat evit ar brezhoneg ? eus Munutenn ar brezhoneg gant Charlez Ar Gall da c’hwitadenn TV Breizh, nac’hañ a ra Bernez Tangi prizioù FR3 ha keñveriañ a ra en ur ganouenn plas ar yezhoù bihan all en Tele : (…)


Abadenn e Landivizio

Meurzh 15 a viz Genver 2013
Salud Eun abadenn-blijadur e Landivicho, d’ar zul 20 a viz genver, da 2eur hanter, e sal Tournemine


d’ar Yaou 31/01/2013 Kan ar Galon: film + diviz

Gwener 28 a viz Kerzu 2012 gant Serge
Kan ar Galon, Teulfim war istor Bro Gozh ma Zadoù Kanet gant Alan Stivell araok match Roazhon – Gwengamp e vez klevet gant lod Bro gozh ma Zadoù evit ar wech kentañ, pelloc’h e kan Nolwenn Le Roy ar ganaouenn e “Bretonne”: met eus pelec’h e teu ar ganaouenn–mañ, kan broadel Breizh ? Kan, ar (…)


ABP e brezhoneg

Merc’her 19 a viz Kerzu 2012


Abadenn d’ar Yaou 29

Meurzh 27 a viz Du 2012
Barzaz Breizh Ar Barzaz Breizh zo bet embannet e 19vet kantved da vare ar romantelezh. Melodi met ivez pismigoù zo deuet da heul, gant an dastumadenn kanaouennoù ez eus bet anv eus sevenadur pobl, met ivez da sevel ul labour dastum direbech. Echu eo an tabut gant embannadur unan eus kaieroù (…)


Euz perzh Kevre Breizh

Merc’her 22 a viz Eost 2012
Kavout a rit amañ dindan un teuliad resevet eus perzh Kevre Breizh hag a aozo e 2013 ur c’holok diwar-benn dazont yezhoù Breizh hag ar politikerezh da ziorren evito. DEOMP DE’I 2013 GALV DA GENLABOURAT evit adperc’hennañ hor yezh Deomp De’i, ar vanifestadeg aozet an 31 a viz Meurzh (…)


9vet foar Daoulaz

Gwener 10 a viz Eost 2012
Dalc’het e vo 9vet foar Daoulaz, aozet gant ar gevredigezh “Les ptits pot’iront”, d’ar c’hentañ a viz gwengolo. Evel bep bloaz e vo kinniget ur marc’had artizaned ha produerien hag abadennoù e-leizh evit ar re vras hag ar re vihan. Ken deroù miz gwengolo eta ! Roll an abadennoù


Obererezhioù 2012-2013

Gwener 20 a viz Gouere 2012
Deskrivadur, enskrivadur ha prizioù.


Piv omp ?

Yaou 12 a viz Gouere 2012
Krouet eo bet ar gevredigezh Gorre ha Goueled e miz Gouere 2001. Kemmet ’neus bet he dezvadoù e viz Gouere 2012. Darempred: amañ pe en traoñ ar bajenn-mañ. Ezel eo Gorre ha Goueled eus Sked. Sinet eo bet karta Ya d’ar Brezhoneg gant Gorre-ha-Goueled. DEZVADOU AR GEVREDIGEZH GORRE HA (…)


Hadenn

Merc’her 11 a viz Gouere 2012
Ur stal hag ul lec’hienn nevez “HADENN” evit dilhadoù gant tresadennoù fentus liammet gant sevenadur ar vro, hag he brezhoneg. Tamm ha tamm ’vo kavet ivez a bep seurt nevezentioù. Kit da welout neuze al lec’hienn: http://www.hadenn.com

Degemer al lec’hienn | Darempred | Steuñv al lec’hienn | | Stadegoù al lec’hienn | Gweladennerion : 41226

Heuliañ buhez al lec’hienn br    ?

Lec’hienn bet savet gant SPIP 4.4.3 + AHUNTSIC

CC BY-SA 4.0