Moudenn c'hladdalc'hel Loperc'hed

Homañ zo unan eus ar re vrasañ e Breizh. 257 m hedtro he deus ha 12 m a uhelder. Dizoloet e oa bet gant Vera Collum, henoniourez Iwerzhonat a oa bet karget da furchal krugell Roc’helloù, lakaet e rummad ar monumantoù istorel e 1930. Ur grugell a zo ur meskaj douar ha mein savet a-us d’ur sebeliadur: da vare an neolitik ez eo un elfenn talvoudus-kenañ en arkitektouriezh kañv meurvaenel. Tu zo da soñjal ez eus un daol-vaen dindani ; met, betek bremañ n’ez eus ket bet furchet.

Disoc’h furchadeg Vera Collum, graet e 1929 ha 1930, a ziskouez he deus kavet talvoudegezh ha kerse war ar memes tro. N’eo ket ur grugell nemetken, met sol ur voudenn c'hladdalc'hel eus ar Grennamzer uhel pevar metr ha daou-ugent a dreuzkiz ha daouzek a uhelder.
Bezañ ez eus ur porzh izel daou-ugent metr a hirder dezhañ. E-pad ar furchadegoù ez eus bet kavet moneiz galian-ha-roman eus mare an Osismed, meuriad galian annezet a-raok ar Vreizhiz, ha darbodoù poderezh eus ar Grennamzer uhel, traoù renablet evel zo dleet ha kaset da virdi Penmarc'h. Met, dreist-holl ez eus bet kavet toulloù peulioù ; ar peulioù-se a zouge an tour-meur koad. Alese e oa tu da welet ar Vikinged hag al laeron-vor all oc'h aloubiñ morlenn Brest, en Xvet kantved. Hervez Vera Collum, ar voudenn-gastell-mañ a vefe eus mare rouantelezh Devnon (VIvet kantved), ennañ el lodenn norz : Devon, Kerne-Veur ha Dorset e-lec’h e oa homañ o chom e 1929 hag anavezet mat ganti istor he c’horn-bro.

    Ur voudenn c'hladdalc'hel (pe ur voudenn-gastell) a zo ur seurt kreñvlec’h-difenn ispisial bet savet stank-kenañ er Grennamzer uhel.

Graet eo gant ur savenn douar tolpet ec'honek ha kelc'hiek. Kavet e vez meur a stumm eus ar savadurioù-se en Europa a-bezh.

An aliesañ, an duchenn a veze kelc’hiet gant ur foz ha war an duchenn ur peulgae kreñv (e Loperc'hed, 44 m a dreuzkiz ha 12 m a uhelder hag ur porzh izel daou-ugent metr a hirder dezhañ).
   Ur c'histillig koad a oa terket el lein gant un tour-ged damheñvel ouzh un tour-meur.

en français