Kêr an diwezhat Kerbiouarn Koad plac'h Kozh Kastell Leineuret Pont ar Glanvez Porzh Don Rest ar c'hi du Reun bleizi Roz Kurunet Ti an heol Toull kuzh

 

Distro

Kêr an diwezhat

      Pell pell zo er Grennamzer etre Loperc'hed ha Porzh-Gwenn e oa ur gêr vihan anvet « Kêr an diwezhat ». Er gêr-mañ e oa ur plac'hig o chom anvet Lenaig. Ur sapre fri-furch e oa hounnezh ! Ur wech e oa tremenet ar plac'hig dirak ar c'hastell distrujet pa oa-hi o pourmen. Pa oa deuet an noz Lenaig he doa kuitaet he zi evit mont d'ar c'hastell.

     Er c'hastell e oa ur sal gant un horolaj bras. Lenaig a glevas ur ganaouenn : TIK TAK TRO AN EUR TIK TAK TIK TAK TRO AN EUR. Lenaig a grogas da ganañ ha da zañsal. Hag an horolaj a grogas da dreiñ ! Lenaig a glevas ur pezh mell strakadenn : an horolaj a oa o terriñ. Azezet e oa Lenaig war ar leur-zi er c'hastell, an horolaj a oa distrujet. Chomet Lenaig da gousket er c'hastell.

     An deiz war-lerc'h he doa c'hoant Lenaig da zebriñ un tamm. Ar plac'hig az eas da gerc'hat un dra bennak evit terriñ he naon en he c'hêriadenn hag a welas e oa otoioù o ruilhal er straedoù ! Gwisket cheuc'h e oa an dud hag cheñchet an tiez penn-da-benn ! Mont a reas en ur stal-vara hag e tibabas ur gouignenn. Met p'he deus bet c'hoant da baeañ ne oa ket ar memes arc'hant ken ! Mont a reas war blasenn vras ar bourk ha kavout a reas ur gelaouenn skrivet warni 1968 !!! Souezhet-kenañ e oa oc'h en em gavout er bloavezh-se rak ul lamm war-raok en amzer he doa graet !

     Mont a reas er c'hastell d'ar red. P'en em gavas eno ne oa netra nemet un dra vetalek war al leur. Petra e oa ? Ur bouloñs e oa. Kemer a reas anezhañ, lakaat a reas hemañ e-kreiz ar sal. Hag en un taol en em gavas en-dro en he amzer dezhi.

     He zud a oa nec'het peogwir e oa Lenaig re ziwezhat o tont en-dro d'ar gêr. Arabat bezañ re fri-furch ! Er mod-se eo bet anvet ar gêriadenn « Kêr an Diwezhat ».

Thaïs, Maud, Eileen hag Anna

Kenderc'hel