Kêr an diwezhat Kerbiouarn Koad plac'h Kozh Kastell Leineuret Pont ar Glanvez Porzh Don Rest ar c'hi du Reun bleizi Roz Kurunet Ti an heol Toull kuzh

 

Distro

Kerbiouarn

E Loperc'hed ez eus ur gêr vihan a vez graet Kerbiouarn anezhi gant tud ar vro.
Abaoe pell ez eus bet cheu etre aotrou Auguste deus Loperhet ha Loeiz deus Plougastell. Un devez bennak en doa merzet Auguste e vanke un delwenn e-kreiz e barrez.
Diouzhtu e soñje e oa Loeiz e enebour bras an hini kablus !
Auguste zo aet da welet Loeiz evit plantañ ar brezel.
Goude ur miz brezel, Auguste en deus kollet e viz.
Dastumet en deus e viz ha aet eo da welet ar medisin  :
"Troc'het eo bet ma biz ! Gallout a rit gwriat ma biz en- dro ?"
"Met ne ouezan ket ober se !" en deus respontet an den.
Auguste a dremen dirak stal ur gov. Ur mennozh en deus bet : goulenn ur biz nevez d'ar gov !
« Hum, me gav din e vo diaes ha koustus d'ober an dra se... Morse m'em eus graet ur biz houarn ! Met klask a rin, deuit en_dro warc'hoazh.»
An deiz war-lerc'h e teu Auguste en-dro. Ur biz_houarn eus ar re vravañ a oa bet savet gant ar gov. Auguste a ya diouzhtu da welet Loeiz evit en em veñjiñ.
« Pelec'h ez peus kuzhet ma delwenn ? »
Kroget ez eus bet ur brezel nevez etre an daou zen.
Marvet eo bet Loeiz.
Morse n'eo ket bet kavet an delwenn...
A-benn ar fin ez eus bet savet un delwenn nevez : Auguste gant e viz houarn.
Alese, evit doare, e teu an anv Kerbiouarn.

Manech P., Ethan, Liz, Cyann, Lorena ha Nolwen.

Kenderc'hel