Ur wech e Loperc'hed e oa ur roue nag ur rouanez o vevañ e-barzh ur
c'hastell kreñv.
An daou zen a oa pinvidik-mor. Ur plac'hig o doa. Honnezh zo kouezhet e karantez
gant ur marc'heger. Ar marc'heger-se n'en doa ket santimant eviti.
Un deiz eo deuet ar marc'heger d'ar c'hastell. Gwelet en deus pegen pinvidik
e oa ar familh. Tapisoù brav, bravigoù aour, divent ar c'hastell,
servijourien a-bep tu...
Bamet eo bet ar marc'heger dirak kement a binvidigezh.
Bremañ e fell dezhañ dimeziñ gant ar plac'hig. Neuze
ez a da c'houlenn digant ar roue :
« Kae d'ober ar brezel da gentañ ! Ma ya ar maout ganit e vo
posubl dit dimeziñ. E mod-all e vi lakaet da gempenn ar c'hastell »
a respont ar roue. Eüruzamant en deus gounezet ar brezel.
Ur wech erruet en-dro e Loperc'hed e ya da gerc'hat ar briñsez. Ul
lein vras a zo bet graet evit an eured. Kranked a oa da zebriñ, kig
yar, chokolad, soubenn, kig karv, deñved, legumaj e-leizh ...
Tout an dud e Loperhet zo bet pedet evit an eured. Ken brav e oa eo bet anvet
al lec'h-se Leineuret.
Iwan, Ylan, Lilou ha Sezny