E IrvilIac ez eus ul lec'h anvet Kozh Kastell.
Hiziv ez eus un ti bras dilezet eno, den ebet o chom e-barzh. Ur stank vras
a zo tro-dro d'an ti-mañ. N'eus ket pell zo e oa bet dibabet distrujañ
anezhañ peogwir eo re gozh. Koulskoude e oa re greñv ar mein
ha dibosubl e oa da zistrujañ anezho.
Ar vañsonerien o doa klasket distrujañ an ti gant ur mekanik
ispisial. Toullet eo bet ha kavet o deus korfoù eskern !
Galvet eo bet un henoniour, Frank e anv.
Klasket eo bet gouzout piv e oa an dud-se. Ha kavet o deus e oa ur familh
pinvidik-mor hag a oa o chom e Irvillac e-pad ar Grennamzer.
Moarvat e oa bet savet ur c'hastell aze a-raok bezañ deuet an ti-mañ.
Ha goude-se o deus bet c'hoant ober ur mirdi gant ar c'hastell. Anvet eo bet
«Kozh kastell».
LuIine, CoIine, Maïna, Louise hag Enora.