Miz Kerzu a oa. D'ar poent ma vez ar c'hann-loar sklaeroc'h eget an nozvezhioù
all e Rostivieg.
Ur vag kozh a oa erruet e beg Rostivieg evit ober un ehan. C'hoant en doa
ar c'habiten mont da Vrest goude.
Tennañ gounid eus an ehan-se a rafe ar c'habiten evit prenañ
koad ha kempenn e vag kozh. Ur vag eus ar brezel 14 e oa. Ar c'habiten ne
ouie ket e chome poultrenn-tan en e vag avat. Kozh e oa ar c'habiten ha ne
wele ket sklaer atav gant e lunedoù ront. Ur gleizhenn en doa war e
benn. Pa oa ar vag o tostaat eus an aod, ur garreg vras a oa dirazi. Ar c'habiten
ne welas netra. Ar vag ar eas a-
benn d'ar garreg hag ez eas d'ar strad kerkent.
Beuzet e voe an akipaj a-bezh.
Bloavezhioù war-lerc'h, d'un dervezh hañv ez eas tud Rostivieg
da splujañ hag e kavjont ar vag.
Un den a oa gantañ ul lamp-c'hodell hag a gouezhas diouzh e zorn pa
welas ur pezh mell morgazh en e gichen. Neuze ar boutrenn-tan a oa en tu bennak
e-barzh ar vag a darzhas hag e reas un toull divent en aod ! Setu perak e
vez anvet ar porzh-se « Porzh don ».
Bleuenn C., Marion, Eléa, Maïwenn L.F.