Kêr an diwezhat Kerbiouarn Koad plac'h Kozh Kastell Leineuret Pont ar Glanvez Porzh Don Rest ar c'hi du Reun bleizi Roz Kurunet Ti an heol Toull kuzh

 

Distro

Rest ar c'hi du

E Dirinon e oa ur poull bihan anavezet gant tout ar chaseourien.
Ar mintin-se e oa ur chaseour o klask chaseal.
Ur goañvezh yen-ki e oa, ne oa ket kalz loened da zebriñ.
Ki ar chaseour en da c'hweshaet un houad. Ur c'hi du e oa, brudet-tre peogwir e oa jentil hag ur chaseour a-feson.
Kroget e oa ar c'hi da lammat war an houad. D'ar poent-se en doa gwelet ar chaseour an houad-se, ha d'an daoulamm-ruz en deus tennet un taol fuzuilh.
Paour-kaezh-ki ! Lazhet gant e vestr !
Trist kenañ ar chaseour. Diouzhtu en deus douaret e gi.
Dibabet en deus ul lec'h brav ha trankil e-kichen ur vezenn.
Paouezet en doa ar chaseour da chaseal goude-se,
Chomet e oa trist da viken. Ur bloavezh war-lerc'h e oa marvet abalamour d'an dristidigezh.

Nathan M, Thélio, Aodren.. Manech L. ha Florian

Kenderc'hel