Ur wech e oa etre Loperc'hed ha Daoulas daou vugel anvet Loeiza ha Yann.
O c'hoari indianed e oant e korn al liorzh a-dreñv an ti. Ha Yann en
deus lavaret « farsusoc'h e vefe ma lakfemp ar biroù en tan ».
D'ar poent-se o deus gwelet un dra dev ha du o tremen dirak an heol. Soñjet
o deus ne oa nemet ul labous met al labous-se a oa gwall iskis rak nijet en
deus betek an heol ha graet en deus e neizh ennañ !
Teñval-tre e teuas an heol da vezañ a- greiz-tout, Iskis e oa
met ne voe ket direnket an daou vugel a adkrogas da c'hoari. Yann a sachas
kreñv war gordenn ar wareg met strevial a reas hag ar bir a strinkas
etrezek an heol. Neuze, en un taol, an heol a deuas da vezañ sklaer,
ken sklaer hag un orañjezenn. Gwelet e voe an aerouant gant e vabig
bihan o kouezhañ war an douar. Ar babig hepken a chomas bev.
Dek vloaz war-lerc'h an aerouant zo erru bras ha gwareziñ a ra an heol
diouzh al loar hag ar c'houmoul. Diwar neuze e pad an heol ken alies ha bemdez
ha graet e vez Ti an Heol eus ti Loeiza ha Yann.
Kenan, Ewan, Bleuenn hag Iris