Kêr an diwezhat Kerbiouarn Koad plac'h Kozh Kastell Leineuret Pont ar Glanvez Porzh Don Rest ar c'hi du Reun bleizi Roz Kurunet Ti an heol Toull kuzh

 

Distro

Toull kuzh

Ur wech e oa en ur c'horn eus Breizh ur gêriadenn hag e-barzh ar gêriadenn-se e oa ur maner satanazet gant tasmantoù. Met an dud ne gredent ket e oa tasmantoù e-barzh.
Un noz pa oa kann-loar, un dek den bennak az eas e-barzh ar maner gant ar c'hoant gouzout hiroc'h. Ur wech erru e-barzh ar maner, an holl arrebeuri en em lakaas da fiñval hag tout an dud o doa merzet e fiñve an arrebeuri dre faot ur voest vihan. An henañ eus ar strollad a zigoras ar voest-se. Ha kalz a dasmantoù bep a gourgleze ganto a zifoupas er-maez eus ar voest evit en em ledan er-maez. Ken spontet e oa ar strollad tud ma ne gredent ket mont er-maez eus ar maner. Ur wech tec'het kuit, an nor hag ar prenestr a serras gant ur gwigour skrijus met ar strollad en em rentas kont e oa chomet pevar den e-barzh ar maner !
An deiz war-lerc'h ne chome nemet c'hwec'h den peogwir e oa bet lazhet ar re all er maner. Ar re a oa chomet bev o doa c'hoant d'em en veñjiñ. Un toull bras ha don a voe graet ganto evit kuzhat diouz an tasmantoù ! Sachet e voe evezh ar re-se betek an toull gant torchoù-koar.
Goude bezañ gortozet pell, e voe gwelet tasmamtoù o tostaat ouzh an toull kuzh. Ur wech en em gavet tost-tre e voe lakaet tan ennañ gant an dud, An tasmantoù a voe distrujet kerkent en ur leuskel ur goumoulenn wenn sevel en oabl. Eus pep lec'h e Breizh en em vodas an dud war blasenn ar maner evit ober ur friko bras.
Diouzh an deiz-se e vez graet « Toull Kuzh » eus ar gêriadenn-se.

Thibault A., Arthur, Lucas hag Hael

Kenderc'hel