Gwechall-gozh e-kichen Loperc'hed e oa ur c'hoad. Bep noz e oa trouz eno.
Un den a oa o chom e-barzh ar c'hoad-se. Zorleo a oa e anv.
Koadour e oa evel e dad. Klevet a rae an trouz-se ingal. C'hoant en doa da
c'houzout eus pelec'h e teue. E penn-kentañ e soñje dezhañ
e oa ur c'hazh o chaseal e-kichen e di. Met gwelet a reas ne oa kazh ebet.
"Met petra eo an trouz-se ? !" a lavare Zorleo.
Un noz bennak, pa oa o pourmen e klevas trouz adarre e-kichen ar stank.
Mont a reas di ha gwelet a reas ur plac'h a oa o vale war vord ar stank. Ur
sae kozh roget-diroget a oa ganti. Blev fuilhet gwenn he doa.
Ar pezh a oa iskis a-walc'h, n'he doa troad ebet ! Aet eo ar c'hoadour da
gaozeal ganti. Ar plac'h, Malou hec'h anv, a grogas da gontañ he istor
dezhañ :
"Er grennamzer e oa deuet an diaoul da gaout ar plac'h-se pa oa yaouank.
Goulennet en doa diganti bezañ e vatezh, skoazellañ anezhañ
d'ober an droug er vro. Nac'het he doa ha diwar neuze e oa bet pinnijet :
kondaonet e oa bet da chom er c'hoad da viken."
O klevet kement-se e tivizas ar c'hoadour sikour Malou. An diaoul a deue er
c'hoad bep gwech ma veze kann-loar. Zorleo a c'hortozas an noz-se neuze ha
lazhañ a reas an diaoul gant e vouc'hal. Ar strobinell a zo bet torret
evel-se ha dieubet Malou kerkent.
Diwar an istor-se eo chomet an anv "Koad plac'h".
Maïwenn, Thibault, Lou-Anne hag Ewen